Sommaire

S'orienter
|
|
Buhez etrevroadel
Hünfeld, ur gêr e kalon Bro-Alamagn
 Dibaoe 36 bloaz e vez darempredoù a vignoniezh etre Landerne hag Hünfeld. Ha ken gwir all eo bet sinet e 1968 an emglev gevellañ etre Theo Leborgne ha Wolfgang Strecke, maered ar mare. Lec'hiet anezhi e Land Hessen e biz Frankfurt, un nebeud kilometroù diouzh harzh Reter-Alamagn gwechall, eo bet Hünfeld test war-eeun eus red an istor. Anezhi ur gêr vihan da gentañ, eo deuet da geñver an advodañ e 1972 ur gêr a vent krenn a 15000 annezad bennak, goude kenstroll meur a vourk, bet emren anezho, en ur strollad-kêr unanet. Tres ar vro tro-dro a gas da sederaat ar spered ha d'ar sioulder, dre m'emañ ar gomun e-kreiz park naturel ar Rhön hag e-barzh mirva naturel an UNESCO. Gant ar gevellañ e c'hell meur a landernevat mont a vloaz da vloaz da zizoloiñ ar c'hornad-se eus Alamagn. Dibaoe 36 bloaz neuze n'o deus ket paouezet an eskemmoù da amplaat, gouez d'ar bomperien, d'ar skolioù, d'al lazh-seniñ filarmonek, d'ar c'hleub judo, da Landerneau Football Club... | Bodad gevellañ Landerne Hünfeld | | Darempred : Josette Floch - 02 98 85 05 53 | da welet : Chronologie ur sell war an eskemmoù bet, lec'hienn ofisiel Hünfeld |
Caernarfon, kêr ar grennamzer e Bro Gembre - Tref Caernarfon, Cymru yr Oesoedd Canol
 Gevellet eo Caernarfon gant Landerne abaoe 1993- Mae tref Caernafon wedi gefeillio gyda tref Landerne yn Lydaw ers 1993 Kêr istorel ha porzh-mor, emañ-hi lec'hiennet en hanternoz Kembre en ur c'horn kembraeger penn da benn: kontelezh Gwynned. Amañ e tesk ar vugale ar c'hembraeg araok yezh Shakespeare ha e vez troet an divizoù e kuzulioù-kêr e saozneg war-brim. E Caernarfon eo emañ savet kastell Priñsed Kembre. Diorroet eo bet an eskemmoù dibaoe 11 vloaz, evel etre ar c'hleuboù rugbi, birennoù pe dennis. Meur a wech eo bet ar bagad hag ar c'helc'h Eskell an Elorn da ginnig o arvest enno. En hevelep mod o deus an arzourien a Gembre gellet kanañ pe seniñ da geñver Festival Kann al Loar. | Bodad gevellañ Landerne-Caernarfon | | darempred : Annie LE COZ - 02 98 85 43 29 | | Da welet : Lec'hienn ofisiel Caernarfon |
Mioveni, Bro-Roumania
 D'an 19 a viz meurzh 1989 e tiviz ar c'huzul-kêr reiñ skoazell d'ur gêriadenn a Roumania ha lakaat sevel ur c'homite Roumania da geñver an tennad-skoazell kêriadenn a Roumania. Mioveni eo an hini bet dibabet. Lec'hiennet eo en ur c'horn-bro a dergin e kreizteiz ar menezioù Karpat, hag emañ kêr Pitesti 12 km ac'halese. E gwalarn ar rannvro istorel eus Roumania anvet Muntenia emañ-hi. Ur greizenn industriel a vent krenn eo Mioveni, 36000 annezad o chom enni. Kresket ha kêriekaet eo bet prim en abeg da ziorren industriezh ar c'hirri-tan ha DACIA peurgetket, perc'hennet lod bras ar c'hapital anezhi gant RENAULT. | Kevredad Penn ar Bed - Roumania | | Darempred : Pascal UNGURAN - 02 98 85 33 08 | | Da welet : lec'hienn ofisiel Mioveni |
|