index.php?rub=Degemer
index.php?rub=Kavout_an_hent_mat


S'orienter

Dizoloiñ Dizoloiñ
Degemer mat
Ur mirdi pourmen
Buhez etrevroadel
Evit chom
Evit mont di
Keleier Keleier
Bevañ ar gêr Bevañ ar gêr



Degemer mat

Degemer - Kavout an hent mat




Etre Kerne ha Leon

pub_res_images_id_image_72.jpg

Savet eo Landerne e beg un aber o tigeriñ war pleg-mor Brest, e lec'h m'en em daol doureier an Elorn, paradoz an eoged, an dluzhed hag ar sportoù-dour.

landerneau3.jpg

Kêr a 15577 den o chom enni, hag ezel anezhi eus Unaniezh ar c'hêrioù a Arz hag a Istor, Landerne a hoal an den gant pinvidigezh he glad, he identelezh sevenadurel greñv, startijenn he c'hevredigezhioù hag he endro bevañ ken mat evit diorren an holl raktresoù.

Bevañ e Landerne a dalvez kement ha tennañ gounid eus an holl akipamantoù ha servijoù ret d'ar sioulder ha da vleuniadur ar vuhez, evit ar familhoù, gant Mediaoueg Per Jakez Heliaz, ar siberspas, ti ar vugaleaj, ar vagouri, an diwallerezh-prim, unnek skol-vamm ha kentañ derez, hag ivez tri skolaj, tri lise, meur a BTS hag ur skol perukennerezh. Evit ar yec'hed: un ospital, ur glinikenn, ul labourva, meur a logell medisined ha spesialisted niverus.

Stank ha gwriziennet a-bell eo ar stalioù gwerzh, ar stalioù artizaned hag an industriezh e Landerne. Kavell industriezh ar boued hag hini ar gwerzh e stalioù bras eo hi, met ivez hini embregerezhioù a zo bremañ e penn o rann-obererezh.
Lusk fonnus ha kempouez ar zonennoù greantel, kreizenn an aferioù ha kendalc'hioù, an takad-lañsañ hag otel an embregerezhioù, ar chanterioù frammañ bras, a zo pep hini anezho kement test eus ur gêr o vont en araok.

Roet e vez an talm d'ar vuhez sevenadurel ha sportel, a goulzad da goulzad, gant ouzhpenn 250 kevredigezh, a-dreuz diskouezhadegoù arz, gouel kezeg ar vro, gouelioù nedeleg a-c'hiz an amzer-grenn, ar festoù-noz a-hed ar bloavezh hag ar festoù-deiz e-pad an hañv war bont ar Roc'han, festival Kann al Loar hollvrudet, hag an diskouezhadeg bep bloaz.

landerneau5.jpg

Menegomp ivez an aikido, ar badminton, ar basket, ar foot, an handball, ar c'hanoe-kaiak war an Elorn, ar marc'hegañ, ar golf...

Setu aze Landerne c'hoazh: trabas an dibab!




Degemer - Kavout an hent mat

Envoyer cette rubrique Envoyer cette rubrique Imprimer Imprimer index.php?rub=root

Ti-kêr Landerne : 2 ru de La Tour d'Auvergne 29800 LANDERNE
Pel : 02 98 85 43 00 - Plr : 02 98 85 43 15
ti-ker-landerne@mairie-landerneau.fr
►Darveoù hervez lezenn






Powred by Ker-e-liamm