| 
| En tu all da 160 lec'h stummañ a zo e Breizh evit an dud deuet c'hoant ganto deskiñ pe peurzeskiñ brezhoneg. Plijout a rafe deoc'h tañva ar yezh keltiek nemeti a zo war douar-bras Europa ? C'hoant zo ganeoc'h dont a-benn da gomz brezhoneg gant ho re nesañ ? Ur raktres micherel a zo war ho soñj ? An diskoulm mat deoc'h a gavoc'h dre ar c'hentelioù-noz, ar stajoù berr pe fonnus, ar c'hentelioù dre lizher. Ne voc'h biken war-lerc'h ar mare o pesketa ! Krogit ganti evel m'o doa graet 5000 den deuet warlene ha kit diouzh o c'hoant : « peurzeskit brezhoneg ! ». | Evit gouzout pehini eo ar greizenn stummañ tostañ : | Ofis ar Brezhoneg : 02.98.99.30.10 Deskiñ d'An Oadourien : 02.98.99.94.24 | |