Sommaire

S'orienter
|
|
Ur mirdi pourmen
Ur sell war an amzer dremenet
 * Ar sevel tiez A-drugarez da roudous an Elorn e oa bet savet un doare kêr e Landerne ken abred hag an amzer galian-roman. Er grennamzer e oa bet savet ur pont-prenn da dreuziñ an Elorn. D'ar poent-se ivez e krogas ar c'haeoù hag ar porzh da ziazezañ ur framm d'ar savadurioù ha d'ar gêr dre vras. Tres ar grennamzer a zo ivez ouzh an tiez o fanelloù koad ha toennoù sklent. Etre 1660 ha 1720 e kresk dalc'hmat pinvigigezh kêr Landerne; al lodenn vrasañ eus an tiez kozh dispar a weler atav hiziv a zo bet savet d'ar mare-se. Disheñvel an eil re diouzh ar re all int an tiez-se savet gant mein benerezh. Mein melen Logonna implijet evit talbenn an tiez a gustum sklêrijennañ kreiz kêr. Un dudi eo sellet ouzh ar chist ha maen gris Kersanton kemmesket gant maen melen Logonna.  * Ar Porzh... Landerne war an Elorn, e penn pellañ lennvor Vrest, a zo savet lec'h ma varv al lano ha lec'h ma c'heller treuziñ ar stêr. Dister edo stumm ar porzh er grennamzer. Er XVvet, XVIvet, XVIIvet kantved e veze graet savadurioù bras war ar porzh evit degemer an danvez ekonomikel nevez kresket gant kenwerzh al lin. E XIXvet kantved eo bet toullet ar ganol evit gellout degemer bigi brasoc'h. Hiziv e vez darempredet kentoc'h gant bigi dre lien, ur vag traezh hag an Dalh Mad, skouerenn ur gobar eus 1947.  * Ar pont Adalek ar XIIvet kanvet e liamme ur pont-prenn Bro Gerne gant Bro Leon. E 1510 e savas Jehan, beskont ar Roc'han, ar pont-maen a zo bremañ atav en e sav. Peulioù maen tev gant c'hwec'h bolzenn a zo atav o tougen an tiez m'o deus bevet enno a-hed an amzer rummadoù milinerien , marc'hadourien danvez, orfebrerien, bourellerien, tokerien hag all.... Un treizhaj a zo bet warnañ ha tennet kuit anezhañ e 1760. Hiziv an deiz emañ pont ar Roc'han e-touesk ar pontoù annezet divezhañ en Europa.
Ur sell dre bourmen war arz ar sevel tiez
| Visite virtuelle | Ur gêr a istor e Landerne. Ar bravañ arouez anezhi a zo ar pont annezet. E pep korn tro emañ istor stank Landerne engravet war ar vein. Ezel anezhi eus unaniezh ar c'hêrioù a Arz ha Sevenadur ha c'hêrioù istorel Breizh e'ch embann Kêr Landerne he folitikerezh talvoudekaat ar glad hag he skoazell d'an aozadurioù sevenadurel. Test eo ar mirdi dre bourmen eus an hent heuliet hag e vez sellet outañ evel sichenn ar youl-sevel kaset da benn. Kit war ho pouezig a-dreuz ruioù ar gêr. Daou banell ha tregont staget ouzh ar savadurioù dibar a zesko deoc'h tisaverezh hag istor Landerne. |
|